Top 10 similar words or synonyms for ostia

altemps    0.707939

victorinus    0.705719

palatino    0.704823

trinità    0.702368

capodimonte    0.693815

sisto    0.692013

senigallia    0.688156

pellegrino    0.686765

hippo    0.684653

noricum    0.683659

Top 30 analogous words or synonyms for ostia

Article Example
Valeria Messalina A-greiz ma oa Claudius en Ostia, oc'h ensellout ar sevel-listri er porzh e teuas e zisklavad Tiberius Claudius Narcissus da gemenn dezhañ e oa Messalina ha Silius oc'h aozañ e vuntrañ. Messalina a deuas da Ostia gant he bugale, oc'h esperout komz ouzh he fried Claudius; met Claudius en doa kuitaet Ostia a-raok ma oa-hi erruet. Narcissus en devoa daleet Messalina, da glask mirout outi da welout Claudius.
Sepultura Embann a reont o dekvet pladenn studio, "Dante XXI", e miz Meurzh 2006. Filmet e vo daou video evit ar ganaouennoù "Convicted in Life" hag "Ostia". Roet e vo gant al lec'hienn "Allmusic" un notenn eus 3.5/5.
Tiber (stêr) Hec'h adstêrioù pennañ a ya d'o ober ar "Chiani", kresket gant ar "Paglia" a dremen dre Orvieto, an "Nera" a dremen dre Terni, hag an "Aniene". Bras eo ar c'hementad gouezelennoù dilec'hiet dre an diazad ha mont a ra tre genoù ar stêr er mor eus 4 metr bep bloaz. Hiziv emañ dismantroù porzh roman kozh Ostia e-kreiz ar maezioù, pevar c'hilometr diouzh ar mor. Rannet eo ar blaenenn chaladurioù dre kêr-hañv "Lido di Ostia" er su hag an aerborzh "Leonardo da Vinci" en norzh.
Glycerius Ne oa ket impalaer ar reter Leo I prest da c'houzañv war dron ar c'hornôg, avat . Kas a reas Julius Nepos ag-e-enep gant ul lu bras. Dilestriñ a reas Julius Nepo en Ostia, e-kichen Roma, m'edo Glycerus d'an ampoent-se. En em zaskorañ a ra hemañ hep stourm ha dezhañ e roas an impalaer nevez eskopti Salona.
Formosus Formosus (war-dro 816 en Ostia–896) a voe pab katolik eus 891 betek 896. Bec'h a voe e-kerzh e amzer-pab, dizouaret e voe gorf war-lerc'h e varv, ha barnet en e zilhad pab gant ur c'huzul eskibien.
Pobloù Arvorig Ur bobl moraerien ha kenwerzhourien e oant, dezho ur Sened evel ar Romaned. En o listri edo o finvidigezh hag o galloud, ha hini Arvorig. Kenwerzh a raent etre Enez Vreizh ha Galiza, ha zoken betek Italia, ma kasent marc'hadourezh aleshont betek aodoù brezhon Mor an Hanternoz. Ober a raent marc'had ar perlez (hervez Suetonius, "Caesar", 47), , al listri arem, ar c'hiboù, an delwennoù d'an doueed, ar bravigoù, an armoù. Hag ouzhpenn amforennoù. pe welloc'h amforennadoù eoul ha gwin a veze karget en Ostia, Pouzzoles pe Ansedonia (Orbetello), ha kaset goude gant listri betek Narbonne. Alese e vezent kaset dre zouar betek ar Meurvor Atlantel dre ar seuil du Lauragais, Toulouse ha Bourdel.
Claudia Quinta Kaset e oa bet kannaded da Bessinus da gerc'hat delwenn an Doueez veur, a oa graet en ur maen du, kontet da vezaén kouezhet eus an neñv. Gant armeoù Hannibal en Italia e oa mat kaout gwarez un doueez all, brudet da ziwall ar bobl e-kreiz ar brezel. E-touez ar gannaded e oa Scipio Nasica , kenderv d'ar c'honsul Scipio Maior. Degouezhout a reas o lestr gant maen an doueez e porzh Ostia, war ar stêr Tevere. Sac'het e chomas al lestr. Diskoulmet e voe ar gudenn gant Claudia Quinta. War a seblant e oa maouezed gantañ, ha hi a oa en o zouez, ha brud fall he devoa.
Treuzsilvania Er bloaz 1000 e tiviz ar priñs Steven, priñs Hungaria, en em renkañ dindan askell Roma. Kemer a ra an titl a roue Steven I Hungaria. Degemer a ra ar gatolikiezh ha kas a ra war-raok kristenekadur Hungariz. Diskouez a ra Gyula, mestr Treuzsilvania hag eontr Steven a-berzh mamm, e zisplijadur, en ur reiñ bod da enebourien ar roue. Chom a ra Gyulia mestr war ar mengleuzioù holen ken pouezus evit armerzh ar vro ivez. E 1003 e kas Steven ul lu bras da Dreuzsilvania ha kodianañ a ra Gyulia hep stourm. Gant an taol-se e voe tu da ziazezañ eskoptioù katolik Treuzsilvania a voe peursavet e 1009 da-geñver ur weladenn a reas an eskob Ostia, kannadour ar Pab, d'ar roue Steven; en ur ser e voe dibabet ganto rannoù an eskoptioù hag ar bevennoù anezho. Goude-se ez eas war greñvaat krog Rouaned Hungaria war Dreuzsilvania a-hed an XII hag an .
Claudia Quinta "Degouezhet e oa al lestr gant delwenn Magna Mater ... en Ostia ma tivrann an Tevere da vont etrezek an donvor ha ma red ledanoc'h: an holl warc'hegeien, senedourien parfet ha tud ordinal a oa deuet en arbenn dezhañ en aber ar stêr ... Ganto e kerzhe mammoù, merc'hed, ha plac'hed nevez, hag an holl werc'hezed-se a zalc'h an oaledoù sakr. Skuizhañ o divvrec'h a reas ar wazed o sachañ kreñv war ar c'herdin: (…) Al lestr koulskoude a chome difiñv, evel un enezenn plantet e-kreiz ar mor. Ha souezhet rak kement-se e chome ar wazed da grenañ. Claudia Quinta a ziskenne eus an nobl Clausus hag he c'hened ne oa ket disteroc'h eget he noblañs: glan e oa, met diskred a oa warni: gant ur vrud fall e oa bet gloazet. Falstamalloù a oa bet taolet dezhi: he dalc'h farv, he blev kempennet disheñvel, he zeod prim ouzh kozhidi rust, o doa lakaet tud enep dezhi. Sur eus he vertuz e c'hoarzhe ouzh gevier ar vrud met prest e vezomp atav da grediñ e pec'hedoù ar re all. Pa gerzhas war-raok a-douez linenn ar merc'hed glan e kemeras dour glan ar stêr en he daouarn, e c'hlebias he fenn, dre deir gwech, dre deir gwech e savas palvoù he daouarn troet war-zu an neñv (an holl dud a selle a soñje e oa aet he skiant diganti). Neuze, daoulinet, he selloù o parañ war delwenn an doueez, fuilhet ganti he blev , e lavaras: “ Mamm an Doueed madelezhus ha frouezhus, degemer pedenn un aspederez, war an diviz-mañ hepken: lavarout a reont on dic'hlan: ra vin kablus ma vezan kondaonet ganit: prouet ma zorfed gant un doueez e paein gant ma buhez. met ma'z on digablus ... Komz a eure , ha neuze sachañ un tamm war ar gordenn ..."