Top 10 similar words or synonyms for ahomadegbé

жәаба    0.925097

sourou    0.918009

lxvi    0.917534

cintheaux    0.916863

picts    0.913924

bengtsson    0.913381

boury    0.913106

gili    0.912051

merkegem    0.911578

menterwolde    0.911406

Top 30 analogous words or synonyms for ahomadegbé

Article Example
Justin Ahomadegbé-Tomêtin Kentañ ministr e voe Ahomadegbé e gouarnamant Sourou-Migan Apithy etre miz Genver 1964 ha miz Du 1965 ha prezidant en etrekarg etre ar 27 hag an 29 a viz Du 1965. E penn kentañ ar bloavezhioù 1970 e voe en triad prezidanted (asambles gant Hubert Maga ha Sourou-Migan Apithy) a dlee ren Dahomey pep hini d'e dro. Prezidant e voe evel-se adalek an 8 a viz Mae betek ar 26 a viz Here 1972 ma voe distroadet gant Mathieu Kérékou. Bac'het e voe betek 1981.
Justin Ahomadegbé-Tomêtin Justin Ahomadegbé-Tomêtin (16 a viz Genver 1917 - 8 a viz Meurzh 2002) a oa ur politikour eus Dahomey (Benin hiziv), bet prezidant ar vro.
Paul-Émile de Souza Paul-Émile de Souza (wd 1930 - 17 a viz Even 1999) a oa ur soudard eus Dahomey (Benin hiziv), bet prezidant ar vro etre an 13 a viz Kerzu 1969 hag ar 7 a viz Mae 1970. War e lerc'h e voe savet ur c'huzul prezidantel, gant tri frezidant (Hubert Maga, Justin Ahomadegbé-Tomêtin ha Sourou-Migan Apithy) a dlee ren ar Stad pep hini d'e dro.
Hubert Maga Mont a reas da skolaer goude e studioù e Porto Novo. Prezidant Dahomey e voe d'an 11 a viz Eost 1960 pa voe dizalc'h ar vro. D'an 22 a viz Here 1963 e voe distroadet ha bac'het gant Christophe Soglo, hag a oa e penn an arme, evit mirout ouzh ur brezel diabarzh a ginnige tarzhañ er vro. Dieubet e 1965 e skarzhas kuit da Dogo ha goude-se da Vro-C'hall. Distreiñ a reas d'e vro e 1970 ma voe e penn ar Stad en ur c'huzul prezidantel, asambles gant Ahomadegbé-Tomêtin hag Apithy. Goude taol-Stad Mathieu Kérékou e 1972 e voe bac'het adarre ha dieubet e 1981.
Sourou-Migan Apithy Lakaet e voe e penn Dahomey d'ar 25 a viz Genver 1964 gant Christophe Soglo met d'ar 27 a viz Du 1965 e voe distroadet gant hemañ. Mont a reas en harlu da Vro-C'hall ha distreiñ d'e vro e 1970 ma voe en triad prezidanted (gant Hubert Maga hag Ahomadegbé-Tomêtin) a dlee ren Dahomey pep hini d'e dro. A-raok na deufe e dro (sañset e 1974-1976) e voe aozet un taol-Stad gant Mathieu Kérékou e miz Here 1972. Bac'het e voe Apithy ha dieubet e 1981. Mont a reas neuze da chom da Vro-C'hall ma varvas e Pariz d'an 3 a viz Kerzu 1989.